Reolennoù
Lakait ho piskoulenn da zebriñ a-raok ma tigreskfe ho kont betek zero.
Diwallit: ne c'hall ket ar biskoul mont en tu all da vevennoù o zachenn, na tremen
warno o-unan, na mont war-gil neuze.
Stokelloù evit c'hoari
Gant 1 c'hoarier
Evit lakaat ho biskoulenn da dreiñ, implijit
- pe stokelloù an damer sifrennoù,
- pe ar stokelloù «k», «l», «m» hag «o» («;» e-lec'h «m» gant ur c'hlavier
«qwerty»),
- pe ar saezhennoù.
Gant 2 c'hoarier
- C'hoarier A: stokelloù «s», «d», «f» hag «e».
- C'hoarier B: stokelloù implijet pa vez 1 c'hoarier hepken.
Berradennoù klavier
E-lec'h pouezañ war an nozelennoù e c'hallit implijout ivez:
- «i» evit «a-zivout»,
- «h» evit «sikour»,
- «n» evit «kregiñ er c'hoari»,
- «p» evit «ehanañ» pe «adkregiñ ganti»,
- barrenn esaouiñ evit «kregiñ er c'hoari», «ehanañ» pe «adkregiñ ganti»,
- «a» evit «diskregiñ».
Ar stokelloù a ya en-dro evit treiñ a c'hall bezañ implijet evit «adkregiñ ganti» ivez
pa vez 1 c'hoarier hepken.
Ho pezet plijadur !